PoliDickerezh
Index An Den PoliDickerezh Al Levriou Al Liammou Goloiou

 

Skrivañ skiant faltazi a zo evitañ un doare da zispleg e soñjoù diwar-benn aozadur ar gevredigezh hag ivez levezon ar politikerezh war buhez pemdeziek an dud. Kavout a ra gwelloc'h dezhañ taolenniñ ur gevredigezh a seblant just ha mat evit an holl, ur gevredigezh a-denn alies d'unan a anavezomp mat ba kevredigezhioù ar c'hornog.

 

Ma lenner pizh e skridoù, ha pa vefe e romantoù pe e zanevelloù, e verzer eo atav ur bed gant tud a wask tud all a zo livet gantañ. Atav eo chomet Dick sorc'hennet gant tem an darempredoù etre an dud gwasket diouzh un tu hag ar waskerien d'un tu all. Ur sorc'henn all a voustr anezhañ : Nixon hag e velestradur, e fliked e-pep lec'h. Ne c'hello ket e baranoia gant seurt tud, mont war digreskiñ.

Ar gouarnamantoù hag o aozadur a zo un tem a gaver alies ba' oberenn Phil. Pa lennit "Loterie Solaire" e soñjit ne ket ken fall a se ur sistem a zilenn an dud dre ul lotiri. Pep hini a c'hell bezañ trec'h. Daoust ma e tenn ar sistem-mañ d'unan kevarzhe n'emañ ket, tamm ebet. Unan all, kuzhet a dreñv, a a zo atav amañ, gant ur youll bolitikel da flastrañ an dud, o frankiz hep gouzout dezho, touellet ma'z int gant gerioù toull evel "demokratelezh" pe me oar me. Ne zegas ket soñj deoc'h deus un dra bennak ?

 

Seurt touell a lenni ivez barzh al levr "Les marteaux de Vulcain" : un urzhiatearezh-veur a ren ar bed. Ur gouarnamant toull a servij da reiñ dezhi keleier diehan.

A-dreñv d'an demokratelezh, an hollveliouriezh sioul.

[Index] [An Den] [PoliDickerezh] [Al Levriou] [Al Liammou] [Goloiou]